Saint Vincent Ferrier
En route avec Saint Vincent Ferrier
Saint Vincent Ferrier a annoncé la Bonne Nouvelle du Christ aux Bretons du 3 mars 1418 au 5 avril 1419.
Le diocèse de Vannes vous invite à participer au 600e anniversaire de sa présence parmi nous par de multiples festivités entre mars 2018 et juin 2019.
En savoir plus

Tout prochainement ...

Le 01/06/2019 | Musique au temps de saint Vincent
Lire la suite
Le 08/06/2019 | Oratorio "Vincent Ferrier en chemin"
Lire la suite
Le 09/06/2019 | La jeunesse avec saint Vincent !
Lire la suite
Toutes les activités

Pennad-stur

Mignoned ker,

Sant Visant Ferrer, ur sant eus Breizh ???

Ya, a-dra-sur !

Anavezout da Vreton, hep mar bet, mes Breton betek mervel ouzh ar stern evit Breizh, skuizh-divi goude ur bloavezh diwezhañ o prezegenniñ en Arvor hag en Argoad, a Naoned da Sant-Malo, eus Gwened da Roazon…

Tri c’hant trizek testeni zo bet dastumet e Breizh da geñver e brosez santelezhañ (1453-1455), muioc’h eget daou c’hant anezho e Bro Gwened digant Gwenedourion o doa anavezet sant Visant pe a c’helle rentañ testeni eus ur fed burzhudus o tegouezout gantañ e-pad e vuhez pe goude e varv.

Hor glad a ziskouez kement-se ivez : ouzhpenn ugent parrez eus Bro Gwened o deus gwelet tremen ar sant gant e brezegennoù entanet ha burzhudoù niverus graet gantañ. Tregont all o deus dalc’het betek-hen ur werenn-iliz, un delwenn pe ur feunteun diouzh e anv…

Ha bremañ ?

Adkemeromp gerioù ar barzh Yann-Ber Kalloc’h : « Diskit dein er girieu e zihuna ur bobl. Ha mond a hrin, kannad a oanag, d’o adlared ’ar mem Breihig kousket ».

Ra vo dizoloet pe adkavet ganeomp bremanelezh sant Visant evit hor buhez pemdeziek denel ha speredel…

Deomp da buñsañ pinvidigezhioù bev en hor sevenadur hag en hor yezh, roomp lañs d’hor c’hrouusted evit lakat da advevañ ar sant meur-se dre al lidoù laket war sav da geñver ar 600vet dez-ha-blez-se.

Lakit hoc’h ijin da grouiñ gant birvilh !

Kit da weladenniñ hol lec’had ha kemerit perzh !

Emmanuel DIDIER

                                                       Kenurzhier eskoptiad Jubile Sant Visant Ferrer

Quelques informations

ProgrammeEntrez dans le Jubilé saint Vincent Ferrier en un seul clic...
Activités prévuesDécouvrez les festivités qui seront proposées entre mars 2018 et juin 2019...
CartographieParcourez ces lieux du Morbihan par lesquels saint Vincent Ferrier est passé...